Utilisateur:Guirec Guigner Anna LiseDiwan/Brouillon

Une page de Wikipédia, l'encyclopédie libre.

Mojennoù Breizh[modifier | modifier le code]

Danvez Mojennoù Breizh
Deiziad A-c’houde pell
Lec'hioù Breizh
Sifroù (ped mojenn) Kalz

E Breizh, ez eus kalz a vojennoù. Abaoe ar penn-kentañ, sevenadur Breizh-Veur (ha Breizh goude) zo kreñv e-keñver kredennoù ha mojennoù. Goude an Henamzer ha kristenidigezh Breizhiz ez eus bet kollet ul lodenn eus ar mojennoù-se. Padal, ar Romaned o doa ijinet mojennoù aveit sikour da romanekaat an dud, :evel mojenn ar roue Brutus. Hini ar roue Arzhur zo ur vojenn bouezus-kenañ er Grennamzer e Breizh. Ijinet eo bet er XVvet kantved. Mojennoù Breizh zo ivez liammet get kredennoù relijiel an dud. Aveit lod Breizhiz, ar marv a vefe denelaet, get an Ankoù. E 1839, eo bet embannet Barzhaz Breizh skrivet get La Villemarqué : adlakaat a ra àr-wel mojennoù a gomz eus korriganed (Marzhin ar strobineller, hag all...)

Mojennoù Breizh
Mojenn Arzhur
Ker Ys
Ar marv, ar personelezhioù (Ankoù hag all)
Boudigoù breizh
  • Boudig-dour
  • Kannerez-noz
  • All...
Krouadurezed Breizh-pobl bihan
  • Lutun/korrigan
  • Rann
  • All...
Levezon mojennoù Breizh war ar bed a-vremañ

Skeudenn da zielfennañ[modifier | modifier le code]

Kear eo an amzer.
Korrigan

Ar c'horriganed zo e-mesk mojennoù brudetañ Breizh. War ar skeudenn-se e weler kizelladur eus ur c'horrigan. Ar c'horriganed zo boudoù mojennel Breizh. Tu zo da d'o c'heñveriañ ouzh al lutinsgall. Drouk pe jentil hervez an darvoud, gellet a reont bout jentil-tre pe en eneb bout drouk-kenañ. Ar ger korrigan a zeu eus ar brezhoneg « korr » a dalv ''nain'' (e galleg) ha « ig » bihan, pezh a dalv « petit nain ». Ar c'horriganed zo ivez eus ar gevredigezh bihan. Lavaret e vez ez int speredoù hag a dap stumm ar c'horr get troad ar c'havr, er mojennoù keltiek ha dreist-holl breizhat. O stumm a cheñch, gellet a reont kaout blev brav get daoulagad ruz lufrus, aveit strobinellañ ar re varvel. Met gellet a reont bout bihan, du ha blevek get un tog plat (mouk aveit ar merc'hed). Lakaet e vezont da girieg ag ar c'helc'hoù sorzerezh a c'hellomp kavout er pradoù pe er c'hoadoù. Met lavaret e vez ivez e vezont er feunteunioù pe er roc'h. Lâret e vez, pa vezont o tañsal, pa vezont direnket e kinnigont an Dae d'ar re varvel. Ma vez gounezet an dra e vez roet d'an den-se. Met mar kollont e vezont toullbac'het get chañs ebet da adwelout ar gouloù.